An arkeologour-nij, diskouezadeg

Vorgium a ginnig deoc’h dre un dibab luc’hskeudennoù ober anaoudegezh gant an arkeologiezh diwar nij. Eus an 4 a viz Gouere betek ar 1añ a viz Du.

An arkeologour-nij

Diskoachadennoù Maurice Gautier a-us Kreiz-Breizh

Ar Fouilhez, Kerbrug (Maurice Gautier)

An aspadennoù arkeologel, dilezet, krignet, douaret, ankounac’haet, a seblant steuziañ diwar an douar. Met diwar-nij, ha pa vez sklaer an amzer, e tiskuilh dielloù an douar o holl sekredoù.

Gant luc’hskeudennoù souezhus, grit anaoudegezh gant amzer dremenet kreiz Breizh lakaet war wel abaoe 30 vloaz gant an arkeologourien-nij.

 

Un diskouezadeg empennet gant Vorgium, ur servij eus Poc’hêr kumuniezh, hag Maurice Gautier, e kenlabour gant Servij-rannvro an Arkeologiezh e Breizh.

 

Diskouezadeg eus an 4 a viz Gouere betek ar 1añ a viz Du 2020.
Gweladenn digoust